Sonja Graf
Neuz
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Sonja (Susanna) Graf (Stevenson) a zo bet ganet d'an 16 a viz Kerzu 1908 e München (Alamagn) ha marvet d'an 6 a viz Meurzh 1965 e New York (SUA).
Mestrc'hoarierez echedoù a-vicher alaman, arc'hantinat hag amerikan.
Daost da vout gouzañvet a-berzh he zad, un den bet beleg e Rusia ha deut da Vünchen da vevañ eus e vicher a livour, gouzout a reas grad dezhañ bout kelennet ar c'hoari echedoù p'edo bihan.
Ar c'hoari echedoù a zeuas un doare da dec'hout, koulz gant he spered ha gant he c'horf. En em lakaat a reas da dremen razh hec'h amzer e tavarnioù echedoù München. Brudet e teuas da vout, ken ma voe kinniget d'ar mestrc'hoarier alaman Siegbert Tarrasch. Dont a rejont da vout mignoned ha Tarrasch a stummas anrzhi.
Oberennoù skrivet
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Sonja Graf, Asi Juega Una Mujer, Buenos Aires, 1941, a-zivout he c'hoari;
- Sonja Graf, Yo soy Susann, Buenos Aires, 1946, a-zivout he bugaleaj start.